Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
TREDE PENNAD
Jesus a en em ziscuez diou vech d’an ebestel assamblez.
(S. Marc, XVI, 14; S. Lucas, XXIV, 36-43 ; S. Iann, XX, 19-29.)
————
1 — Jesus a en em ziskuez d’ar zul Fask d’an ebestel, pa n’edo ket Thomas gantho
Dioc’h ar pardaez d’ar memez devez, ar c’henta deuz ar zizun, ec’h en em ziscuezas da ziveza d’an unneg epad ma edont ouz taol. An oriou a ioa clozet el leac’h m’oant destumet, gant aon rag ar Jusevien. Comz a reant divarbenn an traou c’hoarvezet, pa deuas Jesus, hag en he za en ho zouez, e lavaras d’ezho : « Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ! Me eo : n’ho pezet ket aon. » Mes hi, trubuillet ha