Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
SEIZVET PENNAD
Ginivelez ha Circoncision Jesus (S. Lucas, II, 1-21)
————
En deveziou-ze e teuas an urz a berz Cesar-August
da niveri ar bed holl. An niveredigez
kenta-ze a oue great gant Cyrinus, gouarner ar
Syrii. An holl a iea da ziscleria ho hano, peb
hini en he gear. Joseph ive a ieas euz Nazareth,
er Galilee, hag a bignas er Judee, e kear David,
hanvet Bethlehem, rag beza oa euz ouenn ha
famill David. Lakaat a ranke he hano gant
Mari, he bried, a c’hortoze beza mamm.
Epad ma edont eno, e teuas evithi ar mare da c’henel. Lakaat a reas er bed he mab penn-her [1], ha goude beza he vailluret, e c’hour-
- ↑ Ginivelez Jesus a oue burzudus. « Mari a jomas guerc’hez araog, epad ha goude ginivelez he Mab. » (S. Augustin serm. 123).