(S. Vaze, XXII, 15-46 ; S. Marc, XII, 13-37 ; S. Lucas, XX, 20-44 ; S. Iann, XII, 37-50.)
Ar Pharisianed eta a ieas kuit hag a gemeras
cuzul etrezho penaoz paka anezhan en he
gomzou evit he gass dirag prinsed ar veleien
ha lezvarn ar gouarner. Goude beza sonjet
ervad, e cassjont d’her spia tud hag a rea an
neuz da veza just. Pharisianed oant, hag Herodianed.
Dont a rejont d’he gaout hag e c’houlenjont
outhan : « Mestr, ni a c’hoar ez oc’h
guirion en ho comzou hag en ho kelennadurez,
eb beza nec’het gant den ebed, rag ne zellit ket
ouz stad an dud, mes deski a rit hent Doue
gant guirionez. Lavarit eta d’eomp petra gav
d’ehoc’h : ha difennet eo, pe n’eo ket, paea ar
guiriou da Zesar ? »
Ma lavare Jesus n’oa ket difennet, e troe gant ar Romened hag e lakea droug er Jusevien ; ma lavare oa difennet, ec’h en em zave eneb ar Romened hag e c’helle beza tamallet dirazho gant he enebourien [1]. Jesus a vele ho fallagriez. « Hypocrited, emezhan, perag e tentit ac’hanon ? Discuezit d’in mouniz ar guir. » Hi a ginnigas d’ezhan eun diner. Jesus a lavaras d’ezho : « Skeuden hag hano piou
- ↑ Theophylact, ap. Fillion. in Marc. XII, 44.