(S. Iann, VII, 2-10 ; S. Lucas, XI, 51-62 ; X, 1-16 ; S. Vaze, VIII, 19-22).
Tostaat a rea eur gouel juseo, gouel an
Teltou a veze savet e Jerusalem evit digass da
zonj, epad eiz dez, deuz an amzer ma veve an
Israelited en dezert dindan teltou, goude
m’oant tec’het euz an Ejypt. He gerent a
lavaras da Jesus : « It ac’han ha kerzit d’ar
Judee, ma velo ho tiskiblien an oberiou a rit.
Rag den ne ra he oberiou e cuz, p’han deus
c’hoant da veza anavezet. Ma rit hevelep
traou, en em ziscuezit d’ar bed. » He gendirvi
ho-unan ne gredent ket ennhan. [1]
Jesus a lavaras d’ezho : « Va amzer n’eo ket deut c’hoaz. Hoc’h amzer-c’houi a zo prest ato. Ar bed ne c’hell ket ho cassaat ; mes va c’hassaat a ra, abalamour ma roan testeni ez eo fall he oberiou. Pignit, c’houi, d’an deiz gouel-ze : evidon-me, ne bignan ket breman d’an deiz gouel-ze, rag va amzer n’eo ket deut c’hoaz. » O veza lavaret an dra-ze, e chomas er Galilee. Mes, pa oue pignet he gendirvi, e pignas he-unan d’an deiz gouel, n’eo ket dirag an holl, mes evel e cuz.
- ↑ Credi a reant, evel ar Jusevien, n’ez oa deut ar C’hrist nemet evit sevel eur rouantelez juseo er bed-man. Fillion, in Jo. VII, 5.