(S. Vaze, XV, 32-39 ; XVI, 1-12 ; S. Marc, VIII, 1-26).
E giz en deveziou-ze ar foul a ioa bras adarre
ha n’oa ket peadra da zribi, Jesus a c’halvas he
ziskiblien hag a lavaras d’ezho : « Truez am
eus ouz ar bobl-se, rag setu tri devez ma talc’hont
da jom ganen, ha n’ho deus netra da
zribi. Ne fell ket d’in ho c’hass d’ar gear var
iun gant aon ne gollfent calon en hent. » Rag
darn anezho a ioa deut a bell. He ziskiblien a
respontas d’ezhan : « Penaoz caout el
leac’h-distro-man bara avoalc’h da derri naon kement
all a dud ? » Jesus a c’houlennas outho : « Ped
bara ho peus ? » — « Seiz, emez-ho, hag eun
neubeut pesked bihan. »
Jesus a c’hourc’hemennas d’ar bobl azeza var an douar. O veza kemeret ar seiz bara, e rentas grassou, e reas tammou anezho hag ho roas d’he ziskiblien evit ho lakaat dirag ar bobl. Benniga’ reas ive ar pesked hag ec’h ordrenas ho jervicha. Holl e trebjont hag e torrjont ho naon. Cass a rejont gantho seiz paner a ioa leun deuz ar restadou a jomas. Hogen, ar re ho doa drebet a ioa pevar-mil anezho, eb niveri ar merc’hed hag ar vugale. Jesus a gassas kuit an dud-se, hag o veza pignet dioc’h-tu en eur vag gant he ziskiblien, e teuas var dro Magedan ha Dalmanutha.