divar benn credennou ar re goz
(S. Vaze, XV, 1-20 ; S. Marc. VII, 1-23).
Pharisianed ha doctored a deuas en amzer-ze
euz Jerusalem da gaout Jesus. Guelet a rejont
hiniennou deuz he ziskiblien o tribi bara gant
daouarn n’oant ket hervez ar reiz, da lavaret
eo, n’oant ket goalc’het. O veza tosteat e rejont
d’ezho rebechou. Rag ar pharisianed hag an
holl jusevien ne zrebont ket araog beza goalc’het
aliez ho daouarn, hervez kentelliou ar
re goz. Pa deuont euz al leur-gear, ne zrebont
ket eb en em voalc’hi. Bez’ zo calz traou all
a rankont da ober evit senti ouz ar re goz, evel
goalc’hi an hanaviou, ar podou, ar binviou
coueor hag ar gueleou.
Ar pharisianed hag an doctored a c’houlennaz ouz Jesus : « Perag ho tiskiblien ne heuillont-hi ket kentelliou ar re goz hag a zreb ho bara eb beza goalc’het ho daouarn ? » Jesus a respontas d’ezho : « Ha c’houi, perag e torrit-hu gourc’hemen Doue abalamour d’ar c’hre-