ar bed : an eosterien eo an elez. Evel ma testumer an dreog ha ma tever anezhan, evelse e tigouezo da fin ar bed. Mab an den a gasso he elez ; tenna ’ reint euz he rouantelez an holl dud a voall-scueriou hag an holl artisaned fallagriez, hag e taolint anezho e forn-vras an tan : eno e vezo lenv ha scrign dent. Neuze an dud just a lugerno evel an heol e rouantelez ho Zad. Ra glevo au hini hen deus diouscouarn da glevet. »
« Rouantelez an env a zo henvel ouz eun tenzor cuzet en eur park. An neb a gav anezhan he c’holo, ha laouen deuz he gavaden, ez a, e verz he holl beadra hag e pren ar park-se.
» Rouantelez an env a zo henvel c’hoaz ouz eur marc’hadour a glask perlez mad. P’han deus cavet eur berlezen a dalvoudegez, e za, e verz kement hen deus hag e pren anezhi. »
Avechou gras an aviel a en em ginnig he-unan, evel an tenzor cuzet : avechou all e ranker he c’hlask, evel ar berlezen. Beza he deus kement a dalvoudegez ma tleer diouer peb tra evit caout anezhi.
Rouantelez an env a zo henvel c’hoaz ouz eur roued a daoler er mor hag a zestum pesked a beb seurt. Pa vez leun e tenner anezhi, ec’h