Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

ket pardonet. An hini hen dezo lavaret eur ger bennag a eneb Mab an den, abalamour ne c’hoar ket eo Doue, a gavo pardon ; mes an hini a gomzo a eneb ar Spered-Santel ne vezo ket pardonet nag er bed-man, nag er bed all : chom a reio ato dindan he bec’hed. »

Abalamour ma lavarent : « Ar spered hudur a zo ennhan », ha ma lakeant var galloud an diaoul, gant eur fallagriez iskis, ar pez a rea ar Spered-Santel evit ho zavetei, ar pharisianed a dec’he dioc’h gras Doue, ha dre ze, a vire outhan da bardoni.

Jesus a lavaras c’hoaz : « Pe lavarit eo mad ar vezen hag eo mad he frouez, pe lavarit eo fall ar vezen hag eo fall he frouez ; rag dioc’h ar frouez, ec’h anavezer ar vezen.

» Ouenn aëred ! penaoz e c’hellit-hu lavaret traou mad, pa ’z oc’h fall ? Rag ar c’hinou a gomz deuz ar pez a leun ar galon. An den mad a denn traou mad euz he denzor mad, hag an den fall a denn traou fall euz he denzor fall. Hogen me ’ lavar d’ehoc’h, red e vezo rei count, da zeiz ar varnedigez, deuz peb comz didalvez a vezo bet lavaret. Dioc’h he gomzou peb hini a vezo lakeat just, ha dioc’h he gomzou peb hini a vezo condaonet. »

Hogen, epad ma lavare an traou-ze, eur vaouez a zavas he mouez euz creiz ar foul hag a lavaras d’ezhan : « Eürus ar c’horf hen deus ho touget, eürus ar c’herc’hen hen deus ho maget ! » Jesus a lavaras : « Eürus kentoc’h ar re a zilaou comz Doue hag a vir anezhi ! »

Unan bennag a douez an doctored hag pharisianed a lavaras neuze d’ezhan evit e