Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEMPET PENNAD
Jesus a ro ar pare da jervicher eun offiser romen hag ar vuez da vab intanvez Naïm (S. Vaze, VIII, 5-13 ; S. Lucas, VII, 1-17)
————


Goude m’han doa great he holl brezegen d’ar bobl, Jesus a ieas e Capharnaum. Hogen, servicher eur c’hantener, talvoudus d’he vestr, a ioa clanv ha dare da vervel. O veza clevet hano deuz Jesus. ar c’hantener a gassas davedhan tud coz a douez ar Jusevien evit he bedi ha lavaret d’ezhan : « Aotrou, va jervicher a zo astennet em zi eb finval hag ez eo poaniet cris. » Goulen a rea ta ma teuje ha ma pareje he jervicher.

Pa deuas an dud coz da gaout Jesus, her pedent stard. « Hen a virit, emezho, e rafec’h d’ezhan ar c’hras-se, rag hen a gar hor pobl, ha memez hen deus savet d’eomp eur synagog. » Jesus a respontas : « Me a ielo hag he bareo. » Hag ez eas gantho en hent.

Egiz n’edo ket pell diouz an ti, ar c’hantener a gassas mignoned da lavaret d’ezhan : « Aotrou, na en em ziezit ket, n’oun ket din e teufec’h em zi. Setu perag n’em eus ket credet ez oan din da vont beteg ennhoc’h va-unan ; mes lavarit eur ger ebken ha va jervicher a vezo pare. Rag me, hag a zo dindan re all am eus soudarded dindannon hag a lavar da unan : « Kea, » hag e za ; ha da eun all : « Deus, » hag e teu ; ha d’am jervicher : « Gra-ze, » hag e ra. »