Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —


O chapel dudius, mammen a vadelez,
Elec’h ma kav an holl gwir frealzidigez !
Poan gorf ha poan galon aman ’ve pareet,
Aman ar pec’her paour a gav ar peuc’h kollet.

En-dro da di hon Mam, pa vemp en hon farkou
O labourat bemde, gouestlomp d’ei hon foaniou ;
Rak gant sikour Mari, dindan he sell tener,
Kroaz ar vuhe ’ve skanv, an holl boaniou dister.

Pa zon teir gwech bemde he c’hloc’h, an Anjelus,
Pa darnij ’us d’hon penn e vouezig dudius,
Fe grenv en hon c’halon, stouet holl d’an daoulin,
Saludomp hon Mam vad, Itron-Varia Gaoudin.

De sul bras an Dreinded, devez kaer he fardon,
Devez ma ’z eo, dreist-oll, digor dimp he c’halon,
Dirak he ôterig goloet a vleuniou
Diredomp da bedi, da gana kantikou.

An devez santel-ze, pa bar he skeuden gaer
Evel eur stereden en beg hon lanneier,
Pa zav en hec’h enor eun tantad ar c’haeran,
Gant fe ha gant kalon kanomp an diskan-man :

Holl eta, en eur vouez, kanomp he madelez
Ha meulomp hec’h hano gant teneridigez ;
Pa ’z eo en hon c’henver bepred ken dous, ken mad,
Na baouezomp noz-de eus he zrugarekat.

Itron-Varia Gaoudin, Mari, hon Mamm dener,
Setu-ni dastumet aman ’tal hoc’h ôter ;
Digemeret, Gwerc’hez, peden ho pugale,
Plijet trei warnomp holl eur zell a drugare !