- WAR DON : Kantik Itron-Varia Rostren
Mam vad hon zadou koz, Itron-Varia Gaoudin,
Diragoc’h gant fians omp stouet d’an daoulin ;
Ni ho ped a galon, Gwerc’hez vadelezus,
Da c’houlenn evidomp gwellan grasou Jezus !
En kreiz parouz Bonen, war douar Lokmaria, [1]
War lez ar c’hoajou stank, en eul lec’h ar c’haera,
E kaver eur chapel, gand hon zud koz savet
D’Itron-Varia Gaoudin, o fatronez
’Vit testeni o fe d’ar Werc’hez vinniget,
E savjont war he zi eun tour dispar meurbed ;
Madelez hon Itron, tourik koant he chapel,
A oa brudet dre-oll en hon bro Breiz-Izel.
Rak a-viskoaz Mari, en chapel Lokmaria,
A ’n em blijas o skuilh he grasou ar gwella ;
A-dreuz an amzeriou piou a hellfe laret
Nag a dud, el lec’h-man, bet ganti frealzet !
Mar kare ar Werc’hez kement on zadou koz,
Ni ive, gand fians, goulennomp he bennoz,
Rak c’hoaz, evel gwechall, hi a gar tud Bonen,
He c’halon zo tener d’o c’hlem, d'o galvaden.
- ↑ Lokmaria a oa gwechall eun drev a barouz Plougerneve. Distaget eo bet diouti, er bla 1841, wardro gant trev Bonen, d’ober eur barouz neve.