Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/87

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


An Estig-Noz
————


Warlerc’h sklerder an de, pa deu an noz peuc’hus
Da ledan war ar bed he mantel moredus,
Pa dav pep trouz war an douar,
Mouez drant an estik-noz, en donder ar mêziou,
El lec’hiou gwaskedet, ebarz an traouiennou,
A deul, en noz, he zon dispar.

Kaerât eo he c’hlevet ’kreiz ar sioulder o ren !
Gwech e seblant sevel, dous evel eur bedenn,
’Trezek ar volz steredennet,
Gwechou-all, sklintinoc’h, e tisken er mêziou
Douget war an ezen ; en saonenn ha koajou
E klask an hekleo morgousket.

Gant eur muzik ken dous, Breiz-Izel luskellet
A zonj ’n he c’haerderiou dispar ha ken meulet
Hag a drid laouen ’n he hunvre ;
Neuze, dre vouez dinam ha glan an Telenner,
E kas gant doujans vras, etrezek he C’hrouer,
Eur bedennig a drugare…

War dreujou e di plouz, bep noz, al labourer
A deu, drant, da glevet an diskan-ze ken kaer
O tregerni en e barkou…
Ar vouezig dudius en e ine a had
An dousder frealzus, an heveleb c’houez-vad
’Deus bet tanveet e dadou !