Bep hanv, gant ar c’hentan bleuniou,
E teue al lapousig
Da zevel e evnedigou
Dindan prenest ar plac’hig ;
Ha, pa deue an amzer gri
D’ober d’ean kimiadi,
Nag a c’hlac’har, a zaero
A heuilhe ar c’henavo…
Diskan :
Ar plac’hig ankeniet meurbed,
D’he lapousig glas a lare neuze :
— Kenavo… ha gant ar yec’hed,
Deus endro buhan, ma c’harante.
Mes, eur goanv kalet ha garo,
Ar plac’hig paour dinerzet,
Ouz falc’h didrue an Anko
Stourm, allaz, nan hallas ket ;
Ha, pa deuas ar winidel,
An hanv goude, da Vreiz-Izel,
En kichen ar prenestig,
Ne gavas ken ar plac’hig
Diskan :
Ha ’tal ar prenest dilezet
An evnig mantret, klemmus a gane :
— Plahig kez, deus c’hoaz da welet
Ar wenidel goant, da garante !