Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/75

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Boked a C’hlanded
————


D’eur pastor mad.



Ma c’halon gant dudi a dride ’barz ma c’hreiz
O welet, ken dinam, ken seder ha ken reiz
Bugaligou vihan, ken koant evel ele,
Stouet, ar wech kentan, ouz tôl zakr o Doue.

Na kaer eo o gweled, juntet o dornigou !
War o zal skler e sked glanded o ineou ;
Heb mar, euz an ôter, Jezus, o gwir vignon,
En eus prez da zisken ’touez lili o c’halon.

Eun tad hag eur vam vad gant fianz virvidik
A zaoulina ive e-kichen peb êlig ;
Neuze ar pastor mad, evuruz e ine,
A ro d’e zenved ker ar bara a vuhe !

Diwar he zron skedus Rouanez an Ele
A zell, gant madelez, ouz ar bleuniou koant-se ;
Gant eur mousc’hoarz tener, eur mousc’hoarz dudius,
E seblant skleraet he drem drugarezus.

— O Mari, o Mam vad, er miz-man, ken dispar,
Galvet, e gwirione, levenez an douar,
Kristenien ar bed oll a zaoulin evurus
D’ho meuli, da c’houlen ho skoazell galloudus.