Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —



Tôliou, gwall-gomjou hag enkrez,
Fransoazig, o Fransoazig !
Tôliou, gwall-gomjou hag enkrez,
Setu lodenn ar plac’hig kez.

Bravat eo predeg ar bôtred,
Fransoazig, o Fransoazig !
Bravat eo predeg ar bôtred,
Pa fell d’eze kavet merc’hed !

Mes ar re flouran ’n o c’homjou,
Fransoazig, o Fransoazig !
Mes ar re flouran ’n o c’homjou
A wask ar gwasan a-wechou.