Ouz toul e zor, bemdeiz, en draouien
Klevan ar waz oc’h hirvoudi ;
Hec’h hiboud a luskell ma anken
Ha ma hunvreou a zudi ;
Gant pebez douster
D’an neve-amzer.
E welan en-dro d’e chiminal,
’Lec’h ma rejont o neiz kentan,
Ar wennili skanv o tarnijal,
’N e c’houdor evruz o vevan.
En tiig koant-se ez on ganet,
’C’h eo bet luskellet ma c’havel ;
E zioulder en deus degemeret
Ma c’hentan mousc’hoarz a vugel ;
Amzer evurus,
Envor dudius…
Ennan gant eur breur, eur c’hoar garet,
Bugaligou glan ha dinam,
Drant ha seder hon deus c’hoariet
Dindan sellou tener eur vam.
’N hon ti bihan e teue buhe,
Bemdeiz, gand mouez kloc’h ar Werc’hez,
Hon moueziou skiltr ennan, ’hed an de,
A dregerne gant levenez ;
Hag en-dro d’e dan,
Bemnoz goude koan,
Holl evuruz en em dastumemp
’Kichenn kador goad hon mam-goz,
Hag, en eur grenan, e selaouemp
Komz euz troiou lutun ar roz.
Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/48
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —