Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ma zi bihan
————
- D’am zud karet.
WAR DON : Ar Bempoulezen.
’N eun draouiennig dispar, dudius,
En disheol eun derven uhel,
’Touez ar glazur, ar bleuniou melus,
’Lec’h ma richan an durzunel,
Distro ha sioulik,
War lez eur wazig,
Ma zi hihan a zav dereat,
Hanter-guzet ’touez ar c’hoad gwer ;
Bemde d’ezan, gant pok an de mat,
An heol ’ro e gentan sklerder.
Tridal ’ra ma c’halon o welet
E vogeriou skler ha laouen,
E brenestou ken brao kurunet
Gant deliou glas eur winien ;
’Us d’e zor, skeuden
Ar Werc’hez ’n eur jijen ;
E borz kloz, d’an hanv leun a c’houeziou,
Kelc’hiet gant eur c’hleuniad spern-gwen,
’Lec’h ma ra an evned o neiziou,
’N eur richanan mil ganaouen.