Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 185 —



ANNA

C’houez vad ar bleun, son an ezennig,
’Vel eur muzik a garante,
A zeblante laret d’imp goustadig :
« Grêt oc’h an eil ’vit egile ».
C’houez vad ar bleun, son an ezennig,
’Vel eur muzik a garante.
 

YANNIG

Aman hon deus touet ’vit biken
Fealded an eil d’egile ;
Gwriennet don, don evel an derven,
Nerzus e vo hon c’harante.
Aman hon deus touet ’vit biken
Fealded an eil d’egile.
 

ANNA

Pa vefomp koz, gwan ha daoubleget,
Pa grenfomp dindan ar blaiou,
Dorn ouz dorn, dindan hon derven garet,
Yannig, ni deuy c’hoaz awechou.
Pa vefomp koz, gwan ha daoubleget,
Pa grenfomp dindan ar blaiou.
 

YANNIG

Mar deu ar maro kri ha kalet
Da derri skoulm hon c’halonou,
Al lec’hig-man a rey d’an dilezet
Frealz an dousan envoriou,
Mar deu ar maro kri ha kalet
Da derri skoulm hon c’halonou.