Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —



ANNA

Me gar ’veldout, etouez ar bleuniou,
Kôzeal dindan an derven,
Rak eun êl gwenn, êlig an envoriou,
Aman ouzimp a drid laouen.
Me gar ’veldout, etouez ar bleuniou,
Kôzeal dindan an derven.
 

YANNIG

Al lec’h-man, mignonez Annaïg,
A vir bleuniou roz hon deiou,
Hadet ganimp en c’hoarziou birvidik,
Gwechall, pa oamp bugaligou.
Al lec’h-man, mignonez Annaïg,
A vir bleuniou roz hon deiou.
 

ANNA

Dre ma kreskemp, ped gwech, dibreder,
’N he skeud ez omp deut, evurus ;
Ar vuhe d’imp a vousc’hoarze tener
A-dreuz he deliou dudius.
Dre ma kreskemp, ped gwech, dibreder,
’N he skeud ez omp deut, evurus.
 

YANNIG

Tra ma richane an durzunel,
War ar brankou, gant he mignon,
Sonjou tener ha mennoziou henvel
A vleunie dous en hon c’halon.
Tra ma richane an durzunel,
War ar brankou, gant he mignon.