Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/18

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XVIII

karante ha true ar Werc’hez evidomp. Warlerc’h an ofern, lein ebarz eur prad, e tal ar chapel ; goude, d’ar giousperou ha d’ar prozesion, heman kaer, a dra zur, hag a zeblante kalz kaeroc’h o vezan ma oan bihan.

Hag e teuas adarre koulz an distro. Kenavo d’ar Werc’hez truezus, eur pok d’he skeuden garet, kenavo d’ar pardon, tremenet pell re vuhan, ha ni war hon c’hiz, leun a frealzidigez evel ma ve ar Vretoned pa darempredont gaut doujanz ha fe pardoniou zantel o Bro.

Bet on c’hoaz aboue er Chapel-Neve Bep wech am eus kavet an hevelep evurusted ha hep wech e teu sonj d’in hag eus komzou ma zud hag eus al laouenedigez a welen o virvi war o dremmou. Mont d’eur pardon gant an holl vugale, a zo d’eun tad ha d’eur vam eun diskwiz en kreiz poaniou ha trubuilh ar vue, eur c’hennerz da vont war araok gwelloc’h evit biskoaz. Ar vugale a heuilh goude skouer o zad hag o mam, ha, d‘o zro, e tiskont d’o bugale ive ar wenojen a gas da bardon pe bardon a Vreiz. Pelec’h eman, laret d’in, ar Vretoned n’o deus ket en dro d’ê, a bell pe a dost, eur pardon elec’h ma ’z int bet kaset gwechall, elec’h ma kavont bep bla ar feunteun vurzudus a skuilh en dro d’ei yec’hed ha bue ? Pelec’h eman ar Vretoned ha na garont ket, dreist ar c’hleier all, kloc’h eur chapel bennak, ha n’hallont klevet e vouez hep ma teu kerkent takeunou puilh a zour da ruilhal war o diouchod ?

Sed aze penoz e ve miret ar c’hiziou fur ha dalc’het eur vro war zao ha didrec’h. Ha kement-man — arabad en ankouas ! — a zo gwir, nan hepken evit ar fe, mes c’hoaz evit kement a zell eus bue eur bobl. Eun herez hon deus bet digant hon C’hendadou ; n’hallomp koll lodeu abed anezan hep hen dismantri a-bez, da laret eo, hep en em varn da vervel evel pobl ha da vezan, prestik goude, sklavourien ha divroidi war douar hon