Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/17

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XVII

niellou a vern hag a bep liou, goleier o steredenni, tud o pedi, a zeblante d’in eur porched Baradoz, ar pez a oa, en gwirione. Skeuden Itron-Varia-Drue a-us d’an aoter, ar Werc’hez ouz troad ar Groaz, he Mab Zantel war he barlen, Hen marv ha goloet a c’houliou, a vantras ac’hanon. Ar bugel a zo evelse : e spered eon c’hoaz, e galon digailhar, o welet taolen ar C’halvar, hep en intent ervad, ec’h anave dustu, gant zikour ar c’hras, karante divent ar Zalver evit an dud hag ar poaniou braz a goustas d’Ezan o dasprena. Lec’h abed d’azea hag ouspenn an ofern-bred a ve laret ebarz an tour, enpad ar pardon, dirak eur môr a dud. — « Deomp emaez, e laras ma zad, (marv aboue, Doue da vezan gant e ine !) frankoc’h e vo warnomp ha welloc’h e heuilhfomp an ofern… » Ha ni emaez. Ar c’hleier a vralle d’an drived zôn ; ar vugale a gase trouz ar pardon gant zonerezed ha garmadeg ; en dro d’imp ar bevien, an dud gouliet ha mac’hagnet, a c’houlle aluzen en han Doue : « Eur gwenneg bennak d’ar paour ive, ma zud kez ! » eme unan. « Kemeret true eus ar paourkez dall » e lavare eun all. A dam dost d’imp, eur vaouez, hag e welis aliez goude en pardon ar Goz-Yeodet, a gouezas en droug-zant. Klevet a ran c’hoaz he dent o strakal en he fenn kenkoulz ha ma welan diou pe daer amezegez o terc’hel d’ei he diouvrec’h reudet ha neziet gant ar boan. Paourkez klanvourez !

Enpad an ofern, daoulinet war ar yeod glaz, ar bobl a bede hag a bede kalonek. Eun heol tom, distanet gant eun ezennig flour ha gant skeud ar gwe — chapel Zant-Kare he deus c’hoaz miret he c’hurunen gwe braz, daoust d’al lezen zod a lak breman meur a vaer da zizolo ar berejou evit ober eur gwenneg bennak diwar goust ar re-varo, mezuzât tra ! — eun heol tom eta, a bare hag a greske kaerder ar gouel. Miret am eus meur a gomz eus prezegen ar pardoner, a zisplegas ken lugernus

2