Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —



’Rôk sonjal kât ac’hanon,
’Rôk ma goulen,
Krennet eun tamm, ma mignon,
Ho liviten ;
C'houeet, m’ho ped, nebeutoc’h,
Ha bet muioc’h a fe ;
Ouspenn ma vefet furoc’h,
Esoc’h ’vo d’ac’h ive.

War gement-se, trugare,
Ha kenavo…
Chans vat da gât hepdale
Eur wreg faro ;
Ganin hoc’h eus goneet,
Rak, mar na po eur plac’h,
Evit serri ho moged,
Ho po breman eur zac’h.