Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/169

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —



Eun noz eta, fichetoc’h
Eget biskoaz,
An azen kez leun a lorc’h
A gemeras
Eur wenojen ’dreus parkou,
’Vit mont, gant tân ha c’houez,
’N eur frizan e voustachou,
Da c’houlen e vestrez.

’Hed an hent, Fanch a zonjas
En e gomjou,
Ha kerkent ma tigouezas
War an treuzou :
— « Bonsoir, Monsieur, Madame,
Soyez très enchantés,
Moi, Fanchig, je réclame
Vot' fille à marier… —

An holl a c’hoarz o klevet
Eur seurt komjou ;
Tog izel ha korf pleget,
Fanch an ardou
A ziskoue chaden e vont
Ha lunedou e fri ;
’Kreiz an ti, ’c’hortoz respont,
Kerent e zous Mari…

Houman, ’benn eur pennadig,
A lavaras :
— N’oc’h ket grêt, paourkez Fanchig,
’Vit bout ma gwaz ;
Ma yez eo ar brezoneg,
’Blij ket din hoc’h hini,
Birviken pabor gallek
Ne reno ’barz ma zi !