Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —



Da zastum madou bras e poagnis da gentan,
Dastum a ris gante an trubuilhou gwasan, ô.

Gant ar plijaduriou am eus hen goulennet :
C’houervente ha daerou ganin o deus lezet, ô.

Troet am eus ma zell warzu an enoriou,
Mez o douster lorc’hus a wask ar c’halonou, ô.

Furchet am eus ive kalon meur a vignon,
Biskoaz n’am eus kavet eur garante wirion, ô

Danve, plijaduriou, enor, falz-karante,
Ho levenez gwalc’hus ’n eus trenket ma buhe, ô.

Madou ha joa ar bed, ’vel beiou ar vered,
Dindan bleuniou a guz breinadur ha prenved, ô.

Levenez an douar, ken skedus en dremwel,
Pa dostaer d’ezi, a deûz dirak ho sell, ô.

Ar gwir evurusted n’eo ket eus ar bed-man ;
Poaniomp dont d’an Nenvou ’vit kavet anezan  ! ô.