Ma nerz ha ma amzer en aner ’m eus kollet, (diou wech) ’Klask tizout eun tensor ha n’am eus ket kavet, ô. (diou wech) An tensor-ze hep priz, hanvet evurusted, A lak hirnez ha spi en pevar c’horn ar bed, ô. D’hen klask am eus furchet en kêr ha war ar mêz ; Dre-oll am eus kavet hirvoudou hag enkrez, ô.