Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/155

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —



Mes penôs kwitat ar pôtr koz,
Pa na oa fin ebed d’e gôz ?

Ha setu sonet unneg eur,
Gwall-boent eo distrei d’ar Gerveur.

— Nozvez evuruz… Kenavo !
Hebdale, me a retorno.

Ya, retorn a rin aliez ;
Kavet am eus ma gwir vestrez.

Ha mar ve heuliet ma mennoz,
Prestik ’vo dans e Penn-ar-Roz !
Youp, youp…