Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/154

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 154 —



E Penn-ar-Roz, war a glevan,
Eman an hini a glaskan.

Nag e kollfen amzer ha poan,
Fenoz d’he gwelet mont a ran.

— Eurvad ha joa ’barz an ti-man,
Debret eo koan, war a welan. —

— Ya, ma den mat, debret eo koan,
Tosteit, mar plij, da dal an tân ;

— Savet war grec’h ’ta, den yaouank,
Azeet aze war ar bank. —

— Trugare d’ac’h , ma moereb vad ;
Deut, ma yontr, laket eur c’horniad. —

Hag ar pôtr koz da gaozeal ;
Me chilaoue en eur luchal

Ouz ar plac’h yaouank zo aze,
He c’hegel lin ouz he c’hoste.

N’am oa ket he gwelet biskoaz
En dansou nag er foariou bras.

He bleo ne oant ket bletonnet,
Brao war he zâl e oant rannet.

Gwech ha gwech-all, ha d’ar c’houlz vad,
Eur gomz a boell ha plaset mad.

O ! mar mije kredet goulen
Ober ganti eur gontaden !