Ezennig flour, ezen dispar,
Buhe an noziou sioul ha peuc’hus,
Te had ar spi war an douar
Gant eur pok dous ha karantezus.
Ar c’hlizen a disken ganit
E kalon ar bleuniou mousc’hoarzus,
Hag int, ’n eur stoui, a ro d’it,
Evel trugare, o c’houez melus.
Er brouskoajou sioul ha didrous,
Da halan a zihun an deliou,
O luskellat ’n o neizig dous
Da vignoned, an evnedigou.
An estig-noz, er c’hoad uhel,
A ginnig d’it e zôn arc’hantet ;
Ha te laouen, a denn-askell,
He doug d’an oabl glas steredennet.
E chiminal al lochennig
Te gân bemnoz joa an tiegez,
Hag e bleo aour ar bugelig
Da ine a drid gant levenez.
D’an dud yaouank o hunvreal
E vouskanez sôn ar garante,
War an dremmou trist ha tenval
E skanvaez koummoul ar vuhe.