Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 144 —



Pe c’hoaz o tizrei o-unan,
Dre an henchou dôn, ’n eur vouskân,
Pa guz an heol e vannou tân.

War riblou dispar eur wazig,
Elec’h ma voud an ezennig,
’Lec’h ma richan al lapousig.

An diou vignonezig, laouen,
’Touez lïez a vousc'hoarzaden,
’N em blij o tibun o c’huden.

Eno, nag a bennad dudi,
Kaozeaden ha neventi,
Troc’het gant c’hoarz ha kaniri.

« Dec’h me ’m oa bet eul lizerig,
Leun eus karante ma Ferig,
’Teus ket bet kelou a Yannig ? »

« Pegen dudius eo bevan !
Pegen dispar eo al lec’h-man !
Annaïg, c’hoant ’m eus da ganan ! »

Ha ma vo unan trubuilhet,
En kalon an all dizammet,
Hec’h anken a vo distanet.

Krenvat eo an unvaniez,
Dousat an deneridigez,
A unan diou wir vignonez !

Ya, tener eo ar gir « mignon »
D’un mat ’n em roomp a galon,
Rag distank eo ar re wirion !


————