Pajenn:Cadoret - Job ar spontik, 1912.djvu/1

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



JOB AR SPONTIK
————


Piou en ho touez, mignoned ker, en deus anavezet Job ar Spontik ?… Den ebet !… Sell ’ta. Marteze zoken n’hoc’h eus biskoaz klevet koms anean ?… Ma, evurusoc’h oun evidoc’h, rak me, n’eo ket eur wech na diou, mes kazi bemnoz e-pad ar gouanv e klevan Jilez ar Marvailhou oc’h ober kont anezan du-man e korn ar c’houign.

En e amzer gentan e veve, ha Jilez, … Doue d’hen pardono, pa vo maro !… a zo êt en e dek ha tri-ugent aboue miz kala gouanv. Evel ma welet n’eus ket keit-ze-zo aboue m’eo maro. Ha keun bras am eus n’eo ket bepred war an douar, rak red eo laret e oa Job eun den gwall-vurzudus ’benn ma kav e vignon Jilez kement a dreo da laret diwar e benn, kement eus e droiou da zisrevel.

Hast hoc’h eus, kuita, da c’houzout petra e oa Job, ha kavout a ray d’ec’h ez oun gwall-bell o klask dibun ma c’hudenn ? Bezet sioul ; arru oun.

Job a oa … fe, ma Doue, eme Jilez, eun den, na bras na bihan, na treut na lart, mes eur pôtr serz ha reut evel eur chouch dero koz. « Eur C’hernevad plom war e dapinou » evel ma larer dre aman. Nerzuz e oa ive, ha, fe d’am diaoula ! n’en nije ket bet ezomm tout an dud dont da êsat c’houean e fri d’ean, rak badaouet e vijent bet. Dre ze, eta, e oa brudet evit bezan pôtr mat ; gellout a rae bale dinec’h : den dije fïet ’n em vuzuli gantan. Ma, daoust da ze, kredet pe ne gredet ket, Job a oa aonik evel eur c’haz.

Setu c’houi souezet, moarvat, ha sonjal a ray d’ec’h eo gwall-dibenn ma c’homzou. Eun den dispont ha aonik war eun dro, pe seurt poell en deus an dra-ze ? Eo, ma zud kez, gwir mat eo kement-se, nemet red eo d’in laret d’ec’h, n’eo ket rak an dud veo e krene hon den, rak ar re varo, avat, ne laran ket.

Job ar spontik… ac’hane, moarvat, e teue d’ean e hano, … a oa ken aonik ouz al lutun ken na grede ket bale goude kuz-heol, nemet pa vije e wreg gantan. Rak ankouaet em eus laret d’ec’h e oa dimezet, tôer-plouz eus e vicher hag ez ae bemde da zeveziata war ar maez. Ar paour kez Loeizan a renke, forz pesort amzer a raje hag e pesort koulz eus ar bloa, mont bemnoz da ziarbenn he « Spontik ». Mat e oa d’ezi n’he doa fianz en spontailh ebet nemet en he hini !

N’oa ket eul lec’h ’barz ar vro ha n’oa anavezet gant Job ’vit bezan darempredet gant tud ar bed-all. N’oa ket eun toull-karr, eur c’hroaz-hent, e lec’h n’en dije kredet gwelet pe glevet eun dra bennak.

Eun dachenn dreist ar re-all, koulskoude, a rê d’ean krenan, netra nemet o klevet hano diouti. Eur skalier goad etre diou ween fô, war eur wenojen bordet a goad pin.

Hag eno, … tra souezus ! … biskoaz Job nevoa gwelet na zantet seurt ebet ; mes klevet en devoa ar re goz o laret treou spontus diwar-benn al lec’h-se … Ha Yann-ar-Gaouiad n’en nevoa ket gwelet, war e c’hourve dirak ar skalier, eur c’hi du, bras evel eul ebeul bihan, daoulagad ru-tan en e benn ? … Mari Beg-avelet n’he devoa ket gwelet, azeet warni, eur pikol pez den, eun tog gantan evel eun disklavier ?

Ha ped ha ped all o devoa, lod klevet trouz, lod gwelet goleier, ha me oar petra c’hoaz !!

O, siouaz ! n’oa ket red klevet kement-se ’vit lakat Job da goll e Sancta Maria. Eur zailh a rê seul gwech ha ma kleve hekleo eus « Skalier-al-lutun » ha, pa dremene a-bouez eun hanter-leo d’ezi d’an noz, e vleo a gommanse sevel, eur bec’h ponner a zamme e ziouskoa hag, e chapeled ’n e zorn, seurt-se ’gerze moan, me ’lar d’ec’h.

Pan halle, en tu pe du, trei diwarni zoken da greiz an de, kredet sur na vanke ket ; mes siouaz, ’benn mont da labourat da « Gêr-Blouz », eur geriadenn vras, war-bouez eur c’hard-leo ac’hane, e oa ret mat d’ar paour kez den tremen dre eno.

Job ne wele ket gant plijadur mererien ar « Gêr-Blouz » o tont d’hen goulenn da vont di, hag alïes mat e teuent, rak, er gêr-ze n’oa hostiz ebet d’an dôerien mein glas. N’eo ket dre na gave ket an dud-ze tud a feson, o nan, pell ac’hane ! mes ar skailher villiget a oa eno de dremen diou wech bemde… Sonjet, ma zud vat, ha n’oa ket spontus kement-se ?

D’ar beure c’hoaz e teue gantan brao a-walc’h ; mes d’an noz, e tlee Loeizan bezan da vat ganti. ’Benn kuz-heol e oa ret d’ezi bezan en tu-all d’ar skalier ha, bet sur, penôs Job ive a vije d’an eur.

Eun devez a viz du ma oa êt Job adarre da labourat d’ar « Gêr-Blouz », pan arruas ar c’houlz da vont war benn hent d’ezan, e teuas eur zonj diaoulek e penn Loeizan. Emichans, e oa eun tamm bleo torret etreze ! Dam, ma Doue, n’eus feunteun ebet ha ne drubuilh ket he dour an eil gwech pe eben.

… « Arsa, emezi, n’eus ket da laret ; me ’m eus c’hoant pell-zo lemel ar sponterez digant hennez ; red eo d’in esât fenoz. »

Ha hi er-maez ’n eur zerri an nor.

Job, achu e devez gantan, a gemere ive hent ar gêr, hast d’ezan da vean tremenet al lec’h danjerus. Biskoaz n’en nevoa bet muioc’h a valeg o tostât outan, rak, e-pad an de, merer ar « Gêr-Blouz », ar C’hefeleg koz, eur blager mat ive, en devoa kontet d’ean diwar e benn treou n’en devoa biskoaz c’hoaz klevet hano dioute.

An holl gomzou-ze a danse e penn Job tra ma teue gant e hent.

… dre c’hras Doue, emean, Loeizan a zo ouz ma gortoz ; n’eus forz, manestrin, ganti, end-eün, ne vin ket ’n eun eured o tremen fenoz. »

Sellou Job a furche ar c’hoad, ar c’hleuniou, o c’hedal koef e fulenn ; mes, siouaz, kaer gedal, kaer sellet, ne wele den ebet !

… « Marteze, emean o krenan dija, e vo chomet en etre, rak hounnez ’zo hardi ’vel eur blei. »

Ha tamm ha tamm e tostae bepred. Setu ar skailher du-ze war hed gwel ; Loeiza ebet, avat, nen eus en-dro d’ezi.

… « A, ma Doue ! eme ar paour kez Job, n’eo ket deut, a gav d’ec’h ?… Ze n’hall ket bean evelkent ! O nan, erruout a ray hep mar, mes petra an daonet a zo kôz n’eo ket d’ar c’houlz ?… Ha diwezatât a ra !… Breman an noz a deu prim, manestoulle… Sell pesort tôl hag e pesort lec’h…! N’eo ket aman bepred ez oun o klask chom da gludan re bell, ha tremen ne rin ket, avat, foeltr gar d’in ! »

An noz a oa krog da vorenni, Job a sante e vleo o pichan war e benn, ar c’houezenn o pilzan war e dal. E zellou a furche bepred, mes n’oa ket da laret, ret mat e oa d’ean kredi e oa e-unan.

Petra d’ober…? Mont war e giz… Klevet en doa na oa ket mat ober ze. … Tremen ar skalier … Ha fe, Gwerc’hez Vari, pas evelkent, mervel kentoc’h !

An dour a zivere breman taken ha taken eus bleo an tôer paour, e zaoulagad a durlute ; dre-oll d’ezan, e krede gwelet skeud lutuned ha klevet o hirvoudou.

…«  A fe ! Grêt Doue e volante, emean ; ’c’h an da vont war ma c’hiz. Ret mat eo d’in mont da glask skoazel. »

Ha Job a dro kazeken.

Santez Anna !… A-boan graet gantan eun hanter-dro, e ven semplan. Eur griaden a chom mouget en e gorzailhenn. Eur plac’h, ma zud kez, eur plac’h henvel-beo ouz an hini en deus klevet ar C’heveleg koz oc’h ober kont anezi hirie, a zo en he zav e-kreiz ar vennojenn a-bouez eur pemp pe c’houec’h metr dioutan.

Job a chom peget en e blas. Ar plac’h, avat, a finv hag a zeblant dont ’trezek d’ezan.

Ar paour kez den, tapet etre daou dan, n’eo ken ennan e-unan ; e vleo, plom ha reut evel nadoeier, a zav e dog. Petra ho pije graet en e lec’h ?… Hag ar plac’h a dostae bepred. Kreski a rê en e zaoulagad divalc’het…

…« N’eus ket da laret, emean, red eo mont d’ar skalier. »

Hag, e dog en e zorn, maro kentoc’h evit beo, e tro kein d’ar lutunez. … « Marteze, n’eus sort ebet aman, evelkent, dre c’hras Doue… Daoust hag ar plac’h…? O, pell eo c’hoaz… Sell, petra zo er c’horn aze !… Netra !… Ar skalier a zo libr… Ya, ya ! »

Sin ar groaz en e gerc’hen, ha dreist !

Sevel a ra eur c’har ; n’eus ken nemet unan… Pare eo, … Doue da vean meu…

A ! Gwerc’hez vinniget, petra ’zo ?… Job a losk eur skrijaden spontus… Eun dorn, eun dorn ha na well ket, dorn al lutun, skler eo, a zo krog e bord e chupen, ha ne ziskrog ket. Job a gri, a zach goustadig, a zach krenvoc’h ; ’met, siouaz, ne deu ket a-benn d’en em zistaga. Chomet eo eno, hep kredi sellet en-dro d’ean na sellet ’drek e gein.

… « Ma Doue, ma Doue, emean, deut d’am zikour… Ha c’houi, aotro lutun, lezet ac’hanoun, me ho ped !… Aotrou lutun, lezet pe me lezo ! »

Ha dak ! hep sonjal ouspen, Job a diwisk e chupen, he lez gant al lutun ha kuit ac’hane, me ’gomz d’ec’h, hep goulen e rest na sellet war e lerc’h.

Eur c’hoarzaden gwapaüs a dec’h eus ar wenojen.

… « Sell, emean, c’hoarzin a ra warnoun ! O, c’hoarzet pez a garo, p’en eus lezet ma buhe ganin, n’oun ket nec’het. Doue da bardono an anaon ha d’am diwallo ’hed an hent ! »

Ha Job a roas douar d’e dreid. Biskoaz n’en devoa kavet keit-all hent e lochen.

Arru eo evelkent. Dic’houean a ra evel eur vegin c’hofel. N’eus forz ! P’eman e groc’hen en e bez, n’eus riskl ebet. Dao ! dao ! Job a sko war an nor ken ne c’hordoilh an ti a-bez.

… « Loeizan, Loeizan, deut prim da digor ! »

Den ne respont.

… « Loeizan, hastan ’ta ! »

Gir ebet !

… « Loeizan, bouzar oc’h ? Pe ne gav ket d’ec’h hoc’h eus graet d’in gouzanv traoualc’h evel-se c’hoaz ? »

Respont ebet !

… « O, siouaz ! eme an tôer paour, o huchal ’trezek gwenojen ar skalier, arruout a ray warnoun c’hoaz ; amzer a-walc’h en deus, ma Doue !… ’ta ! Loeizan ! »

… « E ! eme eur vouez o tont eus ar maez. »

… « Arru eo ; laret em boa, eme Job, o lampat en e blas ken têr ma sailhas e dog diwar e benn ; disoc’h oun an taol-man. »

Hag ar paour kez da vlejal evel eul leue.

… « C’hanta, Job, eme ar vouez adarre, zodet, pe follet oc’h fenoz ? »

… « O, ma hini goz, c’houi eo ? »

… « me eo, innosant ’zo ac’hanoc’h ! Biskoaz den n’eo bet gwelet oc’h ober an a[...]-