Pajenn:Cadoret - Job ar spontik, 1912.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

tolodou, ar geijou a ret c’houi, evelkent. Ma vije bet eun all em lec’h o sellet ouzoc’h, en dije graet brud a-walc’h gant se e-pad dek vloaz ha laket ober gwap ac’hanoc’h er vro a-bez. »

… « Petra ’laret, eme Job, c’houi a oa eno, ha ne deuec’h ket d’am sikour… Ma, biken n’em bije kredet e vijec’h bet ken digalon. »

… « D’ho sikour !… ken digalon !… eme ar plac’h, bec’h d’ei o harz da strakal.  »

… « C’hoarzin a ret c’hoaz le ! goude eo c’houi a zo kirieg d’an droug holl… Ha me ne c’hoarzan ket, nol gar d’in ! Biken n’ankouain an nozvez-man. O, santez Anna… Ha ma chupen ’ta a zo êt gantan.  »

… « Ho chupen, Job kez !  »

… « Ya, ha c’hoaz e c’hoarze warnoun, ar maout a zo anean. Doue d’hen pellaat diouzin !  »

An dro-man, ’vat, Loeizan n’hallas ket harz pelloc’h : distaga a reas da c’hoarzin, ken na dregerne an traouiennou tro-war-dro.

… « Chezuz, eme Job ; houman, me gred, a zo zodet gant an naon, rak, penevet-ze, n’he dije ket graet an arouiou (an aroueziou)-man, evelkent. C’hoaz e sacho bec’h warnomp marteze… hennez-all a glevo… Loeizan, serret ho peus ho koug ha deut oc’h en ti, emean, o tigeri an nor ? »

… « En ti, n’an ket ! n’an ket ! Mes c’houi a zo o tont ganin da welet skalier al lutun. »

… « Da welet skalier al lutun ! eme Job, o sailhat da greiz an ti. A, fe d’am doustik, n’an ket, laouen. »

… « Eo, eo ! Deut, pa laran d’ac’h, eme ar wreg. » … Ha kement e talc’has, kement e ramponas ken e rankas ar paour kez Job plegan.

Yan, plegan a reas, mes nan a volonte vat ; red e voe de Loeizan kregi ’n e zorn ha chacha warnan ’benn ober d’ean heuilh.

… « Allo, emei, pan arrujont ; gwelet a ret ho chupen aze breman, babous ? »

… « Sell ! Digaset en deus anei war he c’hiz, eme Job, berr warnean, kement ha ma krene. »

… « Didrouzet d’in gant ho tibennach ! Ne welet ket e oa chomet ho chupen stag ouz eun ibilh koad ? »

… « Chezuz, Loeizan, gwir eo, a gav d’ec’h ! Mes piou, eta, am eus klevet o c’hoarzin ? »

… « Piou ? Me ’ta gleukez !… Ha me ive eo ar plac’h he deus graet d’ec’h krizan kement. Hopet em eus d’ech diou pe daer gwech, ’met ne oac’h ket war var d’am c’hlevet ; seurt d’ec’h-hu rampe, me lar d’ec’h… »

… « A ya, breman e welan, ez oun bet zod a-walc’h evel-se ; gwelet a ran ive pegen fall eo kemer re a aon… Mes, n’eus forz ! demp prim ac’han, Loeizan ; heman n’eo ket eul lec’h da ziviz diwar-benn treou evel-se d’ar c’houlz-man noz ! »
(Ar pennad diwezan ar zûn a deu.)

KOULMIG ARVOR