Pajenn:Cadoret - Endro d'eur gazeten, 1910.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ENDRO D’EUR GAZETEN
————
Da Renerien Kroaz ar Vretoned.
(EIL PENNAD)


Deut an noz, e oa red adarre gortoz Fanch a chome breman, gwasoc’h gwaz, en hosteliriou. Yannig neuze, a dennas e c’hazeten eus e c’hodel, hag o krenan, aon d’ean da vean reüzet, a c’houlennas sellet eun tam ar c’heleier…

An tad a oa gwall-gontant. Soazig a dostaas he c’hador. Ar vamm a chilaoue o vont hag o tont dre an ti.

A greiz oll, Fanch a digoueas. Ne oa ket re veo. Yannig a baouezas da lenn. E vreur a welas hag a gemeras ar gazeten. Daoust hag he freuzi a rey ive ? Disprizus, e tôlas anei hag e tec’has ’n eur zevel e ziouskoa.

Mes goude-ze, bep sul da noz, an tad a c’houlenne e « Groazig ». Eur blijadur dispar a c’houzanve o klevet ar gwerziou, ar zoniou-ze a zihune beo en e greiz ar zonj eus e yaouankiz du-ze, pell pell… O klevet, er yez dous-ze desket d’ean gwechall gant e dud, komz eus a Vreiz-Izel, he goueliou, he fardoniou santel, e galon vreizad a dride en e greiz, o tizoloi ar wirione, er pennadou-ze ken reiz, gret ’vit digori daoulagad ha spered ar Vretoned, ha hirvoudi a re o welet anê o chom dizeblant ha yen ous kement a aliou mat.

Fanch a dec’he faeüs ’n eur c’horn tenval eus an ti ; koulskoude e chilaoue, hag en despet d’ean, ar gazetennig hen gonee.

Diou pe der gwech, Yannig an evoa gwelet anean, e-unan, o lenn anei ; hag elec’h c’houitellat e goz soniou gallek, e vije klevet o vouskana eur zonig vrezoneg bennak, desket gantan war Groaz ar Vretoned.

Nebeutât a reas da vont da eva ; ha Yannig a anvee reiz ar c’hoant an evoa, ’met e oa dalc’het dre ar vez. Karet an ije hen zikour, mes na grede ket.

Koulskoude, eur zulvez, goude an oferen, elec’h monet d’an hostaliri evel arôk, Fanch a distroas d’ar gêr gant e vreur. Hag en hent, e benn pleget, e laras d’ean gant eur vouez stanket :

— Na evin ken, breurig, rak poan a ran d’hon zud…

Ne laras ket ouspen. Mes Yannig, o vriatât anean gant nerz, a respontas eürus :

— O breur…, nag a blijadur a rez d’in !… ha pegement e karan ac’hanout !…

An holl a oa eürus o welet Fanch o tistrei ken abred, koulskoude den ne laras grik gant aon da feukan anean. Ne ve gouveet james netra gant ar pennou fall ze !…

Mes d’an noz, goude koan, pa oa an tiad dastumet endro d’an tân, Fanch, gant eun êr laouen a laras :

— C’hanta, Yannig, lenn d’imp breman da journal !…

— Lenn anean te, Fanch ; te a lenn kalz well evidon !

Ha Fanch a grogas da lenn, o santout en e ine, eul levenez ’n evoa ket tanveet pell zo.

An tad, stad ennan, a asante da bep gir.

Soazig a vousc’hoarze ouz Yannig, hag, en he daoulagad eürus, heman, a lenne ar gir « trugare » a oa c’hoaz birvidikoc’h en he c’halon.

Hag ar vamm, a-dreuz he daerou, a zelle gant teneridigez ouz ar paper benniget-ze, an evoa, gant eur galloud burzudus, digaset en he zi ar peuc’h, ar garante, ha gante an evurusted !!

Bugel ar Werc’hez.