Pajenn:Cadoret - Endro d'eur gazeten, 1910.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ENDRO D’EUR GAZETEN
————
Da Renerien Kroaz ar Vretoned.
(EIL PENNAD)


— An ti-man n’e ket d’it !… Ha piou an eus karget ac’hanout da ziwall da c’hoar ?

— Ha piou an eus ôtreet ac’hanout da ampoëzoni anei ?

— Me eo ar c’hosan !…

— Eun digare muioc’h, ma breur, dre ma ’z out ar c’hosan, e tlejes, en gwirione, kentelian anezi — hag ac’hanon ma-unan war an hent mat, hag e lakez etre he daouarn an ampoezon, da rei ar maro d’he ine, leun c’hoaz a vue, a c’hlanded hag a furnez…

— Serr da c’heno, koz seurezig ! N’e ket sarmoniou evelse a c’houllan diganit. Ma journal a oa d’in, pa ’m oa hen paet… ha rent anean aman dustu.

— Breur…

— Peuc’h ! eme an tad.

Yannig, sentus, a davas.

Fanch a oa êt ermaez anezan e-unan ; ’n e dremm dislivet, e vuzel1ou a grene, e zorn savet ’us da benn e vreur, pehini a zelle outan, gant sellou dinam eun êl.

An holl ankeniet a c’hortoze brec’h pounner Fanch da goueza war ar paourkez Yannig. Na c’hoarvezas netra. Fanch, krenn, a dapas e dog, ha, hep lavaret gir, e lampas ermaez…

An holl a chomas dilavar. Ar paour-kez mamm, pleget war an oaled, a ouele goustadik. An tad, o vean na grede na gourdrouz Yannig, na mont a-du gantan, na lare gir ebet. Heman a oa bepred sioul, daoust d’e galon gouliet.

Mont a rejont da gousket. Et en e wele, Yannig a gleve, er gwele kloz, e dad hag e vamm o kôzeal eus o glac’har. Er penn-all, e kleve e c’hoar o ouelan hag o hirvoudi. Daoust d’an anken a c’houzanve en e galon, da vean kiriek da gement a boan-spered, ar pôtrig a oa evurus ; rak, en e ziabarz, eur vouez dous ha krenv a lare d’ean bepred : « Bez dinec’h, gret a teus da zever. »

Koulskoude, n’hallas ket kousket. Da greiz an noz, e klevas eur vouez raouiet ha garo o kanan. Fanch, meo-dall, a oa distro.

An de warlerc’h, an daou vreur a dlee labourat asambles. Yannig, e-unan gant e vreur, o krenan eun tammik, a dostaas outan, hag o lakat e zorn war e vrec’h, e laras d’ean gant e vouezig tener :

— O breur !… ankoua, en han’ Doue, ar boan am oa gret d’it dec’h da noz…

Mes egile a voutas anean gant kounnar :

— Lez ac’hanon… N’ankouain biken, nan biken, klevet a rez, ar pez a teus gret d’in. N’out nemet eun treitour, eur filouter,… ha na dosta ket re ouzin.

Yannig na respontas netra. Pa ’n evoe troet e gein, an daerou a gargas e zaoulagad glas, a ruilhas, dru, war e ziouchod ; o zec’han a reas prim hag ac’h eas endro adarre.

Hed an de, e labourjont o-daou hep kôzeal : kement-se a oa poanius evit Yannig ; hag epad ma rene ar c’hezeg eus an eil penn d’egile d’ar park, e huanadas meur a wech.

Hag evelse, e vije kont bemde. Fanch, koz e benn, na gomze ouz den. Ar vue a oa deut da vean hirr ha poanius.

Yannig an evoa klevet unan eus e vignoned o komz eus eur gazetennig, a vije holl en brezoneg, ha karget bep sun a zoniou, a werziou dudius, a bennadou-skrid kristen ha reiz.

Ar zul warlerc’h, Yannig ac’h eas da gavet e vignon :

— Lar d’in, Pierig, pelec’h e ve gwerzet ar gazeten-ze a teus komzet anei d’in ken alies ?

— ’C’hanta, Yannig, dont a ra c’hoant d’it d’anveout ma C’hroazig ? N’az po ket a geun, ma fôtr, rak, a dra zur, e kavi enni peadra da ’n em didui. Dal, sell aze unan, plijadur a ra d’in rei anei d’it.

Yannig a gemeras ar gelaouen. Kred an evoa e oa mat. Koulskoude, e fellas d’ean hen gwelet gant e zaoulagad. Disket an evoa lenn ar brezoneg, er c’hatekiz ; deut ermaez eus ar bourg, ec’h azeas war ar c’hlazen, hag e tisplegas e journal… Dre ma lenne, e dremm a sklerae, hag e galon a dride en e greiz. Neuze, Kroaz ar Vretoned pleget mat en e c’hodel ; e teuas d’ar gêr, evurus ; kavet an evoa eur mignon…

Da heuilh).
Bugel ar Werc’hez.