Mont d’an endalc’had

Pajenn:Cadoret - Ar vatez vihan, 1913.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


SON AR VATEZ VIHAN
————

\version "2.16.2"
\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c'' {
        \clef treble
        \key g \major
        \time 6/8
        \partial 8*1
        %\set melismaBusyProperties = #'()
        %\override Rest #'style = #'classical
        %\tempo \markup { \italic { Andantino } }
b8 | b4 a8 b4 c8 | d4. ~ d4 c8 | b4 b8 c4 b8 | a4. ~ a4 r8 | \break
b2. | c4 b8 a4 a8 | g4 a8 b4 b8 | a4. ~ a4 e8 | g4. a\fermata | \break
b2. | c4 b8 g4 a8 | g4 a8 b4 b8 | a4. ~ a4 d,8 | g4. ~ g4 r8 \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
     %\override LyricText #'font-shape = #'italic
An ev -- ned a ri -- chan, an heol a zo laou -- en
kae -- rat eo ar me -- ne gant e vleu -- niou me -- len, ô,
kae -- rat eo ar me -- ne gant e vleu -- niou me -- len_!
    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
       line-width = #150
    %  ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 90 4)
    }
  }
}


An evned a richan, an heol a zo laouen ;
kaerat eo ar mene gant e vleuniou melen !… O ! (Diou wech)

Brao eo d’ar mesaer c’hoari war ribl ar waz,
Ha d’an alc’hweder skanv tarnijal en oabl glaz  ;

Ha d’in, matez vihan, kas lein d’ar vederien,
’N eur ganan, dibreder a-hed ar wenojen.

Du-hont, er « Zouleg vras » ’man an dud oc’h êsti :
Ouz eul lommig jistr mat e c’hoarzo pep-hini.

Ma bec’h a zo pounner, mes ma zroad a zo skanv ;
Frealzus eo poanial da zastum bara gouanv.

Ha penôz e c’hallfen klemm ha fall-galoni,
Pa na strink en-dro d’in nemet c’hoarz ha dudi ?

Mignoned diskiant a lar d’in a-wecho :
— « Perak, matez vihan, n’ez ket da vale vro ?

« E Pariz ar vuhe a zo distur ha frank,
« Karget a levenez evit an dud yaouank. » —

— Miret, tudou fallakr, hoc’h aliou diboell !
Pariz eo mor islonk matezig Breiz-Izel !

Ped anê, tec’het fur ha prizet gant an holl,
’Deus beuzet o enor ’n e gwagennou diroll !…

Aman, e Breiz-Izel, gant poaniou ma diouvrec’h,
Hep bezan pinvik bras, me a vevo dinec’h.

Fe hag unvaniez, zoken er baourante,
’Zo gwell eget madou e diavêz Doue !

Aze, er « Zouleg vras », ’man ma gwella mignon,
Eur pôtr krenv e ziouvrec’h ha leal e galon.

Me ’meus tost da gant skoued, ma Yannig en deus daou ;
Pa deuy an neve-hanv ’vo diskleriet an traou…

Prenet e vo eur vioc’h ha savet eun ti plouz
Du-ze, ’tal ar feunteun, en draouiennig didrouz.

Eno, pell diouz ar bed hag holl d’he c’harante,
Matezig Breiz-Izel a gano noz ha de !… O !

Koulmig Arvor.