Margeitig ha Loeizig

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Soñnen a garanté Margeitig ha Loeizig   ►


12.
Margeitig ha Loeizig


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


1. En hiaul zou é seùel, kan e hra en éned ;
Me huél é kreiz er lann men dousig é tonet. (o)

2. M’hé guel é vrochennat, en ur gan ur soñnen
Tré men dé dré er lann he loñned é tremen.

3. A p’arriù tostik d’ein, me halon e hra joé,
Me lausk ur pozig kan, hi me reskond eùé.

4. — Dématoh, Margeitig, dématoh a galon,
Get un amzér ken kaer, petra laret, mignon ?

5. — Ne houian mé, Loeizig, ne houian nitra vat,
Ne houian meit kañnein, kañnein ha brochennat

6. — Neoah, o buguléz, pen dé er bleu ér gué
Kalon ur verh iouank zeli bleuein eùé,

7. — Me halon, den iouank, e vé perpet eurus,
Pe huélan me mignon, a p’er guélan joéius.

8. — Laret d’ein, Margeitig, più e zou hou mignon ?
En hani e garet zou joé én é galon !

9. Marsé, o Margeitig, hues choéjet un eutru,
Hag hou kroñnou get eur ha dantel a bep tu ?

10. — Petra e hrehen mé é ti un eutru bras,
Pél doh me heh loñned ha doh me fradeu glas.

11. Ne pas, ne pas, Loeizig, un eutru n’em bou ket,
Ar er méz é chomein get men guellan karet.

12. En hani e garan n’é ket pél azohein,
Nen dé ket un eutru, mes ean houi me harein.

13. Pe gañnan ur soñnen m’er hleu é huitellat…
Saill e hra me halon p’er guélan é tostat…

14. Hun boéhieu liés mat ér lanneg didrouzus
Hum géj hag e vrud pél bun haranté padus.

15. Èlté o me mignon, e karehen guélet.
Margeitig ha Loeizig de vikin unañnet ?

16. — A greiz kalon, Margeit, trugèré, trugèré,
Mar don karet genoh hui zou karet eùé…

L.H.