Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
sant devi.

nobl ha comun ha pep vnan
han metropolitan han bro
euez ha ny chanoniet
pan aedy Devy beniguet
breman parfet joaeusdet so
proficiet guel voa pell so
quent maz ganset parfet aedo
heman a reno en bro man
euez en bro ez vezo reiz
euit doctrina noz ha deiz
ha chrisqui an feiz en breiz man

davidagius.

An placc man aioa diouganet
ha dif detinet a credaff
ha servichaff doe guir roe ster
het ma amser a prederaff
E emenian ehanaff
a prederaff gant guellaf pret
ha so placc mat hac abbaty
hac gant patrici dediet
ne guelaf plen feunten en bet
digant roe bet me impetro
ha maz duy ten goazretdennou
ha feuntenyou a dinouo
Doe guir roe bet cals penet so
distro vn tro ouz an brois
rac mazint scuiz stancq gant langour
eux a dour ezint difournis