Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
sant devi.

legion glan galuet an kaer
hac an archescobdy fier
ret eo deoch scler he quemeret

davidagius.

Pardonit diff hac nen griff quet
rac din nedoff quet credet se
huy a caffo guell da prellat
hac vn den mat ha ma grat ve

canonici.

Huy he quemero gremo gre
pan ouch diuset gant trette
duet huy voar se na daleet

Et trahitur.

Duet da benige hiuiziquen
ha hon credit na compsit quen
non bezo certen den en bet

alius archiepiscopus eum benedicendo.

Dalet huy ingal an goalen
an baz pastoral eual hen
ha voar hoz pen an mitr quen glan
ha hoz benigaf quentaf scler
ha da archescob hoz ober
oll dren quarter hac en kaer man

canonici.

Breman joeuseomp entromp glan