Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
buhez santez nonn.

ma guelet parfet so duet diff
a tragarez doe so roe bet
me so dre e dour recouret
mat voe dif me parfet credif
Ma guir fillor a enorif
ha mab deuy a suppliiff
quement mazif ne fillif quet
dirac mab doe so guir roe ster
maz vizif dinam pep amser
hac ene niuer quemeret.

Alter sine naso et oculis.

Allas me so breman poanyet
hep fri na laguat trellatet
ha dall ganet e penet bras
mazof fortunyet en bet man
carguet a reux hac emeux poan
nem sicour vnan voar an cas.
Me suply doe nep am croueas
dren dour neuez a descueuzas
dre burzut bras me hoz assur
en lech maz voe rez badezet
an mabic devy beniguet
vn dall so saluet caezret cur
Doe maz care dre e aeur
am grahe saluet men cret sur
ha dren crœadur procuraf
me ya sider dam mem guelhy
dan feunteun neuez ha dreizif
doe ha devy a supliaff