Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70

E vije punisset ha laqet da neant.
Hoguen an Duc Beuvet a zo eun den traitour ;
P’en em zante goasqet en deus comzet qer flour,
Hac en eur ober goab memes eus ar Roue,
E zê bet recevet en e c’hraç adare.

Hernier.

Pa oc’h eus lavaret, bremàn ho santimant,
Selaouit va hini ive pareillamant.
Ne dalfe qet e nac’h, Beuvet hac e vreudeur
O deus bet eur c’hraç caer digant an Ampereur,
O pardoni deze gant qement a zouçder,
Maro e vab ena, ar prinç yaouanc Lohier !
Hoguen, ma na ouzoc’h, m’en lavaro dêc’h prest
E labour ar Roue en ze dre interest :
Rac gout a ra ervat Beuvet hac e vreudeur
A ell rêi o-unan brezel d’an Ampereur ;
Hac e voa güell deàn o zrêti gant douçter
Eguet cavet en Franç brezellou hep niver.

Galeran.

Ma ne gavomp remed, me gonclu, Autrone,
N’hon eus mui a respet en pales ar Roue.
E mâ bremàn an ton gant ar c’hos Duc Emon,
Gant an Duc a Nanteuil, an Duc a Roussillon ;
Hac ar muntrer Beuvet a zo bet pardonet,
Evit rêi d’ar Roue eun daou-c’hant den armet !
Gant alianç Beuvet e màn dre oll an ton ;
Rac-se me lavar dêc’h evit conclusion
E zomp ar veach-màn discaret crenn a blat,
Ma na gavomp moyen evit o izellât.
Or, evit dont abenn demeus hon antrepris,
(Beuvet o tleout dont er moment da Baris)
E ret demp-ni mont oll a vagad var an hent,
Evit en distruja, entreomp-ni, qerent.
Ma ve maro Beuvet, me am eus esperanç