Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/79

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69


————


Seizvet Dialog.

Ganelon, Grifon, Hernier, Galeran, Ripus,

 Gidelon, Bertelot, Fouqes, Isakar, ha pêvar

Chevalier d’ar Roue en em laqa da gomplodi.

Ganelon.

P’o qüelàn, Autrone, o telc’hel ar silanç,
Me ya da lavarat eun dra a importanç :
Me am boa da zisclêry pell zo intation,
Bremàn en em bresant mat an occasion.
Cetu ni n’eur gavet, dre c’hraç ar Brovidanç.
Tud zo deus a famill ar Rouanez a Franç,
Zo en em exposet en danjer alies,
Evit renta servich d’an Ampereur Charles ;
Ha peguement m’hon eus bet e zervichet mat,
E velàn, Charlamagn qer cruel, qen ingrat
Da gavet evidomp eur certen disprisanç :
Me a vel ze avoalc’h, demeus e gontenanç.
Cetu lazet Lohier gant ar superb Beuvet,
Hac evit qementse e zê bet pardonet.
Lohier a voa car demp abeurs ar Rouanez,
Hac en d’oa evidomp a bep seurt madelez ;
Rac-se e connarràn, m’en lavar, va zud qer,
Ma chom impunissabl maro ar prinç Lohier.

Grifon.

Güir ê, Comt Ganelon, ar pez a leveret ;
Me zo en qementse coulz ha c’houi estonet,
Pa velàn Charlamagn, zo eun den a gourach,
Manqet d’en em venji deus eur seurt traitourach,
Rac eur c’hrim horrubl ê laza mab eur Roue.
Ma vije c’houi pe me, na den deus hon ligne
A raje qement all, m’en lavar franchemant,