Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/59

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49

Dre’ meus atao ennoc’h calz eus a gonfianç.
Cunduit va arme en general fidel ;
C’houi a voar pell a zo lezennou ar brezel.

Oger-Danoa.

Pa roit din ar soign, ô Roue Charlamagn !
Demeus oc’h avan-gard ha demeus oc’h ansagn,
Me ra a neve-flam sermant dêc’h, Impaler,
Penos ne vanqin qet da ober va dever ;
N’en em espernin qet d’exposi va bue
Evit renta bepret servich d’ho Majeste.
Me voar ervat penos an Duc a Egremont
A zo deus va ligne, dre ma ê va eont ;
Mes me a voar ive ê eur c’hruel muntrer
Hac eun infam, p’en deus lazet ar Prinç Lohier ;
Ha ne bretantàn qet biqen en esperni :
Me zisclêry a vrêmàn òn deàn enemi.
Mar gra nep trahison, Sir, ebars hoc’h andret,
M'en em gondaon qenta da vea punisset ;
Me a zoufrfe qentoc’h a bep seurt tourmantchou
Qent transgressi ini deus ho courc’hemennou.

Richard a Normandi.

Displeguit an ansaign, sonit, tabourin c’hoas,
Evit ancouraji an oll, bian ha bras,
Ma partifomp bremàn en hano an Drindet :
Venjanç ! camaradet, deus ar muntrer Beuvet.

Sortial a ra an arme da vont da Egremont.


————


Pemzecvet Dialog.

Arme ar Roue a ra eun dro var an theatr,
hac en em arrêt en tal Egremont.

Charlamagn.

Anfin, qerzet hon eus qer dilijant ha pront,
Ma omp dija rentet en qichen Egremont ;