Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48

Evit gant violanç donet d’en distruja,
Ha da venji varnàn maro ho mab ena.
Mes me lavaro dêc’h eun dra ne ouzoc’h qet :
Emon hac e vibien a zo en em dennet
Hep lavarat nep guer ermès eus ar pales ;
Ne ouzon qet hac int o defe bolontez
Da vont da Egremont evit sicour Beuvet,
Abalamour ma int qerent ha mignonet.
Hep lavarat nep guer int êt eus a Baris ;
Ne on qet evit güir petra ê o avis.

Charlamagn.

M’en toue da Emon, ia, mar dòn Roue,
Me a rêyo ma vo qer deàn qementse,
Ia, incivil int ha meurbet insolant,
Mont ermes va fales hep va c’honsantamant !
Mar be qen aheurtet mont da zicour e vreur,
M’en assur e vo sur evit clasq e valeur.

Nêm.

Ne gredan qet e ve nemeur coupabl Emon,
Ia, da viana, gant eur gondition :
Mar d’ê subtilamant en em dennet d’ar guêr,
N’en em sourcio qet en nep guis en affer.
Ne dle qet an eil breur mont enep eguile,
Nac ive qen neubeut a enep ar Roue ;
Rac-se, mar car Emon chom en paciantet,
Ne gavàn qét e tle bea sur tamallet.

Charlamagn.

Anfin, ni a velo penos vo ar c’hoari ;
Rac-se, va zud fidel, partiomp, m’ho suppli,
Evel tud courajus bremàn da Egremont,
Da zisqüez da Veuvet ê manqet en e gont.
Dêc’h-u, Oger-Danoa, pa ne zoc’h qet couard,
E confiàn ar soign demeus va avan-gard,
Hac eus an Oriflam, ar güir anseign a Franç,