Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/54

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44


Renod.

Me en tou dêc’h amàn, hep ober nep bravach,
Penos mar gra ’r Roue d’am eont nep outrach,
E vo güelet c’hoari, m’oc’h asur, bars en Franç ;
Mes evit eun neubeut reposomp en silanç.

Emon.

Demp eta, me ho ped, buan, va bugale,
Ma partifomp ac’hann, hep gouzout d’ar Roue.

Emon hac e Vugale a zorti deus a Baris.


————


Trizecvet Dialog.

An Duc Beuvet hac e suit.

Beuvet.

Goall nec’hamant a meus, assur, va mignonet,
Pa deuàn da zònjal pelec’h ez ê manet
Ha Fosson ha Regnier, hac ive va breudeur,
Na deuont d’am zicour enep an Ampereur.
Mes ... cetu êru din va c’honsolation :
Me a vel oc’h antren va zijentil Fosson,
Hac eus ar c’hoste all va mignon bras Regnier.
Orsus ; va mignonet, penos e ma ’n affer ?

An daou Ambassadour a antre en Castel Egremont.


Regnier.

Me a meus grêt, Autrou, bref va c’homission :
Eru ê var va lerc’h an Duc a Roussillon :
Gant e Chevalierien, hac int oll resolvet
Da zicour ac’hanoc’h eus hoc’h enemiet.

Fosson.

Me, Autrou ’n Duc Beuvet, a lavar memes tra,
Êru an Duc Nanteuil evit hoc’h asista,
Gant calz demeus a dud betec o dent armet,
Rac se greomp ma vint amàn mad recevet.

Daou Vreur Beuvet hac o suit a antre en Egremont.