Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43

C'houi ê va mab ena, hac em boa esperanç
E rentjec’h din bepret pep seurt oboissanç,
Hac e rit ar c’hontrol, hervez a velàn-me,
Pa fell dêc’h revolti a enep ar Roue,
Pehini a zo demp Souveren temporel,
Hac e tleomp bea deàn bepret fidel !
Deut da gonsideri, m’ho ped, va bugale,
Oc’h grêt Chevalierien bremàn gant ar Roue,
Eun enor ar brassa a ouffet da gavet ;
Rac-se, me ho suppli, na vet qet obstinet
Da zont en nep fêçon da choqi ar Roue,
Pe ne vo birviqen entreomp carante.

Guichard.

Ebars er güir lezen dre zorn Doue scrivet,
E zê d’ar vugale tout expres commandet
Bea oboissant bepret da dad ha mam,
Dindan boan da bec’hi ha da goea en blam.
Al lezennou n’int qet grêt evit al loened,
Mes vit an dud hepqen, ma teuint d’o miret ;
Rac-se, va breur Renod, oboissomp d’hon tad :
Parlant a ra certen demp-ni en comzou mat.
Demp-ta d’ar guêr gantan, ha neuze var hor poez
Ni velo petra rai an Ampereur Charles.
Mar chagrin va eont dreist muzur ha rêson,
Ni yêlo courajus, evel pêvar leon,
Da gavet va eont evit en asista,
Pa dlefemp evit se donet da berissa.

Richard.

Penevert balamour ma tle pep güir vuguel
Cavet evit e dad eur respet naturel,
Me haje va-unan da Egremont fete
Da zicour va eont a enep ar Roue ;
Mes anfin, demp d’ar guêr, neuze ni a velo,
Hep ober tam seblant, pe seurt c’hoari a vo.