Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35

A rofe din sicour, me gred, fidelamant.
Mes ne ouzòn penos dont d’o avertissa ;
Ret ê tremen hepte evit ar veach-mâ.
Allas ! va mab Mogis a zo ive absant,
Vaillanta den a zo er bed antieramant :
Ma ve ennes er guêr ha pêvar mab Emon,
A gombatfe Charles en dezir o c’halon.
Mar em outrajer re, ar re-ze a disfe
Dont da denna ’vidòn venjanç eus ar Roue.

Eilvet Soudard Beuvet.

N’ho pet qet a chagrin, Autrou an Duc Beuvet
Bea oc’h eus breudeur, qerent ha mignonet,
Pere zo en pouvoar da rêi dêc’h asistanç
Da repoussi gant nerz ar Roue deus a Franç ;
Rac-se, demp da laqat hon armou en etat ;
Güell ê bea abret eguet re diveat.

Beuvet.

Demp d’en em brepari da receo va breudeur ;
Me gret en em gafont hep re dale nemeur.

————

Decvet Dialog.

Gerard a Roussillon.

Me zo hanvet Gerard, Duc eus a Roussillon,
Hac a ell lavarat hep nep presomption
E meus bet ar gourach qement d’en em avanç,
M’òn bet choazet unan an daouzec Tad a Franç ;
Ar pez zo eun enor considerabl meurbet.
Ne ve roet da zen hep bea ’r meritet.
Me meus bet asistet ar Roue deus a Franç
En occasionou demeus a importanç ;
Me a meus alies exposet va bue
Da guenderc’hel Charles, ha da gresqi ar fe ;
Mes evit güirione, n’en deus qet ignoret