Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34

Hep ober complimant, penos ema ’n affer.

Regnier.

Pa blij ganêc’h, Autrou, rêi din commission,
Me ya betec an Duc Gerard a Roussillon ;
Me lavaro deàn, ervat assuramant,
Oc’h eus er moment-màn eun affer important ;
Anfin, oc’h eus c’hoant bras e teufe d’ho sicour,
Da rêi dêc’h asistanç enep hoc’h adversour.
Me ya da bartia, Autrou, pa ê d’ho crat,
Rac an amzer a bress, me a voar ze ervat.

Beuvet.

It, va mignon Fosson ; me ho suppli ive
Da ober em reqet eur veach hep dale :
It da gavet va breur an Duc eus a Nanteil,
Ha lavarit deàn hep caqet na merveill,
Mar en deus evidòn eun nep seurt carante,
Rêi din e asistanç, pa meus necessite.
C’houi ello explica güelloc’h ar gonsecanç,
Penos òn menacet gant ar Roue a Franç.

Fosson.

En fe a zijentil, Autrou an Duc Beuvet,
Me rêi fidelamant ze sur en ho reqet ;
Hac ho preudeur ive ne refont nep difer
Evit rêi dec’h sicour en hevelep affer.
Me ya eta, Autrou, en beach prontamant,
Rac an amzer zo bêr, me a vel ze patant.

Sortial a ra.


Beuvet.

Evit va breur Emon, ne meus qet a greden
E rafen va frofit da zont d’en diguemen ;
Ennes a grën qement rac comzou ar Roue
Evel ma ra ’n deillou gant an avel er goue,
Ha ne gredfe biqen disoblija Charles :
Güell e ve gantàn souffr confusion ha mez.
Hoguen e vugale zo pêvar den vaillant,