Ia, ennes ê Renod, a voa hor breur hena,
Vaillanta Chevalier a zo bet er bed-mâ ;
Anaveet ê bet Ar Pêvar Mab Emon,
Rac comzet zo ané ebars meur a ganton.
An Arc’hescop.
Oh ! glorius Renod ! vaillanta Chevalier !
Maro en servich Doue, er güelet a rêr sclêr.
Clêvet e meus sur comz a vugale Emon ;
Pa ê Renod emàn, ê joaüs va c’halon ;
Rac eürus e vo sur hed eun eternite,
Assambles gant ar Zent ha gant an oll Æle.
Demp da gana ’n offiç vit an den zantel-mâ
Vo beziet en ilis an Itron-Varia.
Ober a rêr an entêramant, hac e saver ar c’horf
en eur gana al Libera.
Fin eus a Dragedien ar Pêvar Mab Emon.
Epitafen Renod a Vontoban.
Ar Chevalier vaillant Renod a Vontoban,
Goude e oll boanniou a repos er be-màn.
Bretonet generus, pedomp a wir galon
Jesus-Christ, hor Zalver, ha güir Roue an Tron,
Pa vo êru an heur da güittât eus ar bed,
Da vont en e guichen en Pales an Drindet.
Amen.