Dre viracl, se zo sur, abers an Eternel.
Casset voe en eur c’har da vea entêret
Ebars ilis Cologn, dre urz ar Baronet ;
Mes ar c’har a redas, hep arrêti camet,
Qen e voa en qær Croin e-unan crac chommet.
Ze oll a meus clêvet o tremen dre ’r vroyou :
Cetu-ta, Autrone, va oll nevezentiou.
Breudeur Renod en em laca da vouela, rac güelet a reont
e voa deus o breur e comze ar Pelerin.
Guichard.
Ennes ê sur hor breur, hon eus pell zo clasqet :
Avançomp prontamant, ma zaimp prest d’e velet.
Bremàn e tigorer ridojou a ilis, en pehini e màn ar c’horf.
Qerqent ec’h êru breudeur Renod, hac e yeont da dal ar c’horf
a zo dizolo var ar vascaon. Pa dostaont ec’h apparis eur sclêrijen
vras endro d’ar c’horf, hac ec’h anaveont o breur Renod. Coea
a reont semplet.
An Arc’hescop.
Bremàn sur, Autrone, e velimp me a gred,
Ar pez hor boa c’hoant bras pell a zo da velet ;
Rac an Autrone-màn pere a zo amàn
A gredàn a anav sur ar c’horf santel-màn.
Breudeur Renod disemplet a zav.
Richard.
Va breur, piou an traitour e deveus da lazet ?
Ret ê credi penos n’oc’h anaveze qet.
Alard.
Oh ! maro ê hor breur ! cetu ni glac’haret ;
Hor zouten demp-ni oll zo bremàn ravisset !
An Arc’hescop.
Autrone, pardonit d’ar pez a lavaràn ;
Tor oc’h eus da gueuziat an den qer zantel-màn,
Rac ho preur zo eur Zant a zo er Barados,
Tost da Zoue bremàn o qemer e repos.
Güelet a rit dre oll miraclou grêt dreizàn ;
Rac-se-ta e tleit n’em gonsoli bremàn.
Piou oc’h, mar plij ganêc’h ? Piou a rêr aneàn ?
Vit scrifa e hano var e ven be bremàn.
Richard.
Autrou, pa oc’h eus c’hoant da anaout hon ligne,
Ha peseurt hano ’ rêt eus ar c’horf santel-se :
Ni a voa pêvar breur, m’en lavar dêc’h bremân :
Ennes a voa hanvet Renod a Vontoban.