Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/392

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ACT VII ha divea.

————

PELERINACH MOGIS HA RENOD.

————

Quenta Dialog.

Charlamagn a antre gant e suit, hac a lavar :

Pez prison oc’h eus bet ? lavarit din hardi.
Trêtet mat oc’h-u bet ? Richard a Normandi.

Richard.

Ia, trêtet mat sur, credit, va Ampereur,
Gant Renod, evit güir, coulz ha gant e vreudeur.
Renod a zo eun den ar seurt ne veler qet
Nemeur en amzer-màn o ren sur var ar bed.

Charlamagn.

Qementse ra din joa. Demp bremâ d’am pales,
Ha greomp hor possubl da vont dî alies.

Sortial a reont oll.


Charlamagn a antre gant e suit, hac a lavar :

Pa omp êru var bord rivier ar Meus bremàn,
Tachit da zigass din ar marc’h Boyard amàn,
D’e deuler er rivier, hep true, var e benn,
Evit ma velin fin da varc’h an traitourien,

Richard.

Me a ya davitàn, pa fell dêc’h e gavet,
Hac en digasso dêc’h hep ne vo manc abet.

Mont a ra, hac en eur êruout e lavar :


Cetu Boyard amàn, Sir, va güir Ampereur :
Grit dioutàn bremàn herves eus ho humeur

Charlamagn.

Ah ! Boyard, te c’heus grêt alies din hirvout ;
Mes bremàn alafin es òn mestr diouzout !
Staguit eur men melin, Roland hac Olier,
Eus e c’houg, ha stlapit aneàn er rivier.