Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/391

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
381

Pa glêvas gant Alard voa maro e bried,
An dra-ze a grescas e c’hlac’har calz neuze,
Hac en em laqas prest da zervicha Doue.
Ma qemeras neuze ar resolution
Da ober pinijen eus a greiz e galon :
Lavarat a eure d’e vugale timat,
Divoal da zont d’ober biqen nemet ar vat.
Cass a eure anê neuze incontinant,
D’ar Roue Charlamagn, evel daou zen vaillant,
Evit bea armet Chevalierien gantàn,
Ar pez a beurgargas eus a joa aneàn.
An daou zen yaouanc-màn, carguet oll a gourach,
Eun nebeudic goude o d’oe an avantach
Da gombatti ardant, vel ne veljot james,
Ouz o adversourien, bugale da Fouqes.
Mes dre c’hraç a Zoue ez int bet triomphant
Var o daou adversour neuze incontinant.
Renod ro e zayen neuze d’e vugale,
Hac e yas da Gologn da zervicha Doue.
Eruet en Cologn, compagnunez christen,
N’em lacas darbarer gant ar vaçonnerien,
En pelec’h e teuas da renta e ene.
Graç deàn da vea en Rouantelez Doue.
M’ho ped, compagnunez, ho pet paciantet :
Ar pez gaera a zo, m’oc’h assur, da glêvet.
Mac’h ellomp dont aben da êchui ervat
Ar rest eus ar Vue, ni a vo contant mat.

Qent avanç davantach, e meus c’hoant da guenta,
Compagnunez santel, da zont d’ho supplia
Da rêi eun dra benac, mar hon eus meritet,
Da zicour ac’hanomp en dispign hon eus grêt.
C’houi oll, tud enorabl, m’ho ped, hon excuset
Mar dòn eun dra benac em rimou bet manqet :
Ec’h àn da laqat urz evit commanç timat
D’êchui ar Vue demeus a galon vat.
Peguement vemp eürus, ma elfemp plijout dêc’h,
En eur dont d’êchui dont da glêvet ganéc’h
Eur straclerez daouarn, evel mercou a joa
Da vea bet allet ho contanti amâ.